Divskouarn
Degemer al lec'hienn > Keleier

Keleier


Pennadoù ar rummad-mañ


Kaout un tañva eus ar yezh e-barzh ar familhoù (A-benn nebeut)

d'al lun 11 a viz Genver 2010
Evit an eil bloavezh emañ Divskouarn o kinnig abadennoù kaout un tañva d’ar brezhoneg gant ar re vihan. Ar bloaz-mañ ez eus ur strollad reoliek e LESNEVEN hag e LANNUON. > kenderc'hel


Kazh, chat, kedi... Ur c’houlzad kelaouiñ dibar diwar benn an divyezhegezh e Penn ar Bed ! (Pennadoù nevez)

d'ar yaou 17 a viz Gwengolo 2009
Emañ Kuzul departamant Penn ar Bed ha Kuzul Rannvro Vreizh o paouez reiñ lañs, gant skoazell Divskouarn, d’ur c’houlzad kelaouiñ diwar-benn an divyezhegezh abred daved ar gerent da zont ha tud a-vicher bed ar re vihan. > kenderc'hel


Divskouarn etrevroadel ! (Pennadoù nevez)

d'al lun 15 a viz Even 2009
D’an 2 ha 3 a viz Even ec’h aoze Divskouarn asambles gant ar c’huzul-rannvro, dindan framm rouedad europeat an NPLD, ur c’hendiviz labour etrevroadel diwar-benn an deskadurezh a-raok ar skol. En em vodet o doa Estonianed, Kembreiz, Frizoned, Samied, Finlandiz ha Breizhiz da bleustriñ war tennad (...) > kenderc'hel


Staj brezhonek berr : bed ar re vihan (A-benn nebeut)

d'ar meurzh 5 a viz Mae 2009
Kinnig a raio Divskouarn ha Stumdi ur staj brezhonek evit an deraouidi hag an dud ezhomm ganto mont war-raok gant ar yezh, diwar-benn bed ar re vihan. Ar pal a zo kaout un tañva d’ar brezhoneg ha deskiñ traoù da adimplij diouzhtu en un en dro micherel (magourioù, magerezed...) pe familh : kerent, (...) > kenderc'hel


Videoioù nevez war lec’hienn Divskouarn ! (Pennadoù nevez)

d'ar yaou 19 a viz C'hwevrer 2009
A drugarez da vignoned strollad Divskouarn traoñ Kerne ez eus tu deskiñ rimadelloù nevez en linenn. > kenderc'hel


Un emvod d’ober anaoudegezh gant Divskouarn e Lannuon (A-benn nebeut)

d'ar merc'her 18 a viz C'hwevrer 2009
Bez’ e vo tu da dud bro Lannuon dont d’ober anaoudegezh gant Divskouarn ha gant diorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata a-benn ar Meurzh 24 a viz C’hwevrer er sal Savidan, azalek 6 noz. > kenderc'hel


Priz Frañs 3 evit Divskouarn ! (Pennadoù nevez)

d'ar meurzh 17 a viz C'hwevrer 2009
E fin miz Genver eo bet roet prizoù Frañs 3 2009 ar brezhoneg. E-touez al loreidi oa Divskouarn er bloaz-mañ. > kenderc'hel


Stumdi ha Divskouarn : ur staj kentañ asambles ! (Pennadoù nevez)

d'ar yaou 12 a viz C'hwevrer 2009
Bez emañ Stumdi, aozadur-stummañ brezhonek ha Divskouarn, kevredigezh evit brudañ ha kas war-raok ar brezhoneg a-raok ar skoliata o paouez klozañ, d’ar Gwener 30 a viz Genver e ti-degemer Lesneven (29), prantad kentañ ar staj micherel war tachenn ar bugaligoù e brezhoneg. Graet en deus berzh ar (...) > kenderc'hel


Gounezit un neñneñ evit an Nedeleg ! (Pennadoù nevez)

d'ar yaou 27 a viz Du 2008
Pakit div c’had gant un tenn fuzuilh neuze : sikourit diorren ar brezhoneg e bed ar vugaligoù, ha resevit ur prof war un dro ! Perak sikour Divskouarn ? Peogwir sikour diorren ar brezhoneg e bed ar re vihan toud a zo prientiñ dazont ar yezh, digeriñ a ra ar roadenn-se deoc’h ar gwir da lammat (...) > kenderc'hel


Ur strollad komz kentañ e brezhoneg diwar-benn ar re vihan toud (A-benn nebeut)

d'ar yaou 6 a viz Du 2008
Un degouezh dibar a vo deus outañ d’ar Gwener 28 a viz Du e Ti ar Vro Kemper da 6e30 noz : krouidigezh ar c’hentañ strollad eskemm brezhonek tro dro d’ar fed bezañ tad pe vamm. > kenderc'hel


Degemer al lec'hienn | Kejañ gant | Steuñv al lec'hienn | Lodenn brevez | Statistikoù | gweladenn : 249333

Lec'hienn bet savet gant SPIP 1.9.1 + Jislenn

     RSS //